Keleier ar vro d'ar Merc'her 9 a viz Gwengolo 2026
Gant Benjamin Bouard eo bet embannet ar c'heleier.
Taol-grenn Kernuzheriezh Demokratel Breizh
Dilun en Naoned e oa dalc'het e zaol-grenn gant Kenurzhierezh Demokratel Breizh, evit klask goût penaos mont a-maez eus ar statu quoa zo evit ar ar pezh a sell ouzh stagañ Bro an Naoned ouzh Breizh en-dro. Jonathan Guillaume, eus Kenurzhierezh Demokratel Breizh, ha Tifenn Siret, eus an UDB a lâro deomp hiroc'h war an dra-se.
Ur reportaj gant Liza Jakez-Vargas.
Re a zilhad a vez produet bep bloaz.
Abaoe eo degouezhet dilhad an ultra fast fashion war ar marc'had e vez produet re a zilhad. Ar stalioù adimplij, e-giz Emmaüs lakaomp, n'int ket gouest da zastum anezho, n'o deus ket plas a-walc'h da stokañ anezho tout ken. Gaidig ar Rouz a zo o labourat e Cap Solidarité, ur stal adimplij e Plozeved.
Ur reportaj gant Metig Jakez-Vargas.
Ha da glevet er c'heleier ivez :
Gouarnamant Bro-Saoz a zo o vont da voikotiñ ar produioù digaset eus ar c'holonioù israelian.
Bombarbet eo bet an arme amerikan gant Teheran er Jordani ar mintin-mañ.
Nec'het eo ar skiantourien gant El Niño ar bloaz-mañ.
Ar sigaretenn elektronek a c'hallfe bezañ dañjerus evit ar grouell (ar fetus).
Rouestl-dirouestl emañ an traoù e lise Théodore Monod e Le Rheu e-kichenn Roazhon.
Ar gartenn "Equal Earth" zo bet dibabet gant an ONU.